Titus Lucretius Carus

De rerum natura, 1570

Lucretius (e latin Titus Lucretius Carus) zo ur barzh hag ur prederour latin eus ar I kantved kent J.-K., (marteze 98-54), en deus savet ul levr diechu, De rerum natura (Diwar-benn naoutur an traoù), ur varzhoneg hir hag entanet, a zeskriv ar bed diouzh pennaennoù Epikuros.

A-drugarez dezhañ dreist-holl ec'h anavezer unan eus ar pouezusañ skolioù prederouriezh eus an Henamzer, an epikuriezh, rak ne chom netra eus levrioù Epikuros war-bouez tri lizher hag un nebeud frazennoù, daoust ma veze lennet kalz ha meulet stank a-hed diwezh an Henamzer.

Lucretius a zispleg mennozhioù e vestr gant fealded met gant un c'harventez nevez, ur gred teñval. « On entend dans son vers les spectres qui s'appellent[1]. » eme Hugo. E demz-spered ankeniet hag entanet zo hogos ar c'hontrol eus hini ar prederour gresian. Emedo o vevañ en ur prantad hejet gant brezelioù sivil hag an harluadegoù (lazhadegoù Marius, harluadegoù Sylla, emsavadeg Spartacus, irienn Catilina). Alese pajennoù teñval De rerum natura diwar-benn ar marv, an heug rak ar vuhez, bosenn Aten, hag e entan a-enep ar relijion. tagañ a ra gant taerded an doueed, azeulerezhioù ha beleien. Ne gaver ket an entan-se e testennoù Epikuros zo deuet betek ennomp daoust ma klask abeg er brizhkredennoù ha zoken ar relijion boblek.

  1. Meneget gant J. Pigeaud e pennad-digeriñ La Pléiade, Les Épicuriens, Gallimard, 2010, p. XLIX.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search